RSS
A-  A  A+

Kinnig hollek

Plouzane

E kornog meurgêr Brest, Plouzane zo ur gumun diazezet en ul lec'h avius,  tost-tre ouzh ar gêr – kreiz : war vord ar mor, ez eo gedva Brest meurgêr ar mor war he lenn-vor.  Perzhioù mat ar vuhez zo eus an dibab war ar gumun ha diwall  a ra da virout he c'hwekted da vevañ.Ha komprenet eo bet mat ar perzhioù-se gant an oberourien ekonomikel : unan eus pinvidigezhioù ar gumun zo war he zeknopol ma kaver warnañ frammoù a labour bemdez war an dreistelezh, evel IFREMER,  stalioù nevez savet e bed an teknologiezhioù nevez, Ensavadur european ar mor ha meur a skol uhel.

 War aochoù Plouzane e kaver gweledvaoù dispar war mulgul lenn-vor Brest, ledenez Kraozon, tour-tan ar Minou, kreñv an Delleg, pe an donvor. War ar maez ez eus ur glad pinvidik : feunteunioù, manerioù bihan, kroazioù, chapelioù, hentoù bale,...

E kêr Plouzane e kaver an aveoù ret evit degemer an holl : servij liesdegemer evit ar vugaligoù (magouri ha diwallerezh), 4 skol bublik ha 2 skol brevez, 3 skolaj, liseoù Brest aes da dizhout, aveoù evit ar sport hag ar sevenadur,... Ar vuhez ekonomikel, startijenn ganti, zo liesseurt. Ar bed kevredigezhel zo kreñv ha birvidik ha kinniget e vez un dibab bras a obererezhioù dorn, sport, pe spered, hag ivez servijoù niverus.

Gant ur glad naturel ha savet ken pinvidik, Plouzane, être kêr, ar maezioù hag ar mor, zo ur gêr a  12 000 den, brav bevañ enni.

Titouroù douaroniezh :

  • Gorread : 3 314 hektar
  • Poblañs : 12 051 anneziad