RSS
A-  A  A+

Skol sonerezh ar gêr

Ur servij eus Ti-kêr Plouzane eo ar skol sonerezh. A-drugarez d'un ugent kelenner bennak e sikour ar re vihan, koulz hag ar re vras da zeskiñ c'hoari gant ur benveg ha da wiriañ an daou gelchiad kelenn kentañ.

 

14 kelc'hiad binvioù a vez kelennet : akordeoñs, taboulinoù, bombard, klarinetenn, fleût-pigos, fleût a-dreuz, gitar, telenn geltiek, ograou, piano, saksofon , trompilh, violoñs, violoñsel. Kinniget e vez ouzhpenn obererezhioù a-stroll : lazoù-kanañ bugale, laz-seniñ kêr, lazoù-fleut, lazoù-akordeoñs, lazoù-gitar, lazoù-saksofon...

Klasket e vez dreist-holl deskiñ c'hoari evit ar blijadur pe evit plijadur ar selaouerien. Aozet e vez alies abadennoù sonerezh.

Evit mont e darempred :

Itron Annie Trebaol, renerez

Skol sonerezh kêr

Kreizenn Sevenadurel

29280 Plouzane

Pellg : 02 98 31 95 30

Degemer er greizenn sevenadurel : d'ar merc'her : 9 e – 10 e ha war emgavioù

Pleustrek :

Aozet e vez an enskrivadurioù etre 5 eur ha 7 eur :

  •  evit ar skolidi gozh, d'ar yaou 6 ha d'ar gwener 7 a viz gwengolo
  •  evit ar vinviaouerien nevez, d'al lun 10 a viz gwengolo
  •  evit ar skolidi nevez, d'ar meurzh 11 a viz gwengolo

Emgavioù sonerezh :

Sonadeg Santez Cécile

Abadennoù-selaou er Greizenn Sevenadurel

Sonadegoù gant laz-seniñ ar kêr

Lidoù keodedel