RSS
A-  A  A+

Endervezhiadoù ar re war an oad

Gouel ar re war an oad

Bep bloaz, e penn kentañ miz Here e vez pedet tud Plouzane ouzhpenn 70 vloaz da gemer perzh en un endervezh laouen gant Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG). Un doare eo d'en em gavout asambles ha da bakañ merenn vihan. Aozet e vez an abadenn evit kaout plijadur hag evit lakaat an holl da gemer perzh ; kanerien ha dañserien a ziskouez o barregezhioù.

Digoust e vez an abadenn hag ar merenn vihan ; ret eo en em enskrivañ avat, evit aesaat an aozadur. Keloù a vez kaset dre Plouzané-Infos ha dre ar c'hazetennoù.

Evit mont e darempred

Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) : pellg 02.98.31.95.66 pe 02.98.31.95.42 pe This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

Eurvezhioù digeriñ : lun, merc'her, yaou, gwener : 9 e – 12 e ha 1 e 30 – 5 e

Burevioù serret d'ar meurzh