Ar re war an oad e vakañsoù

Ur wech ar bloaz e vez aozet gant Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) ur sizhunvezh vakañsoù gant bod, boued hag oberiantizoù evit an dud ouzhpenn 60 vloaz (55 vloaz evit an dud nammet hag evit forzh peseurt oad evit ar priedoù).

An dud ne baeont ket tailhoù pe ar re o deus nebeutoc'h eget 61 € da baeañ a c'hell kaout ur sikour ANCV eus 50 % eus ar priz (hep kontañ ar frejoù stag).

Vakañsoù 2012 :

Porzh Manec'h, kumun Nevez (Bro Gerne)
Eus an 29 a viz Gwengolo betek ar 6 a viz Here 2012.

Evit mont e darempred

Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) : pellg 02.98.31.95.66 pe 02.98.31.95.42 pe This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

Eurvezhioù digeriñ : lun, merc'her, yaou, gwener : 9 e – 12 e ha 1 e 30 – 5 e

Burevioù serret d'ar meurzh.

Ar vakansoù tremenet :

2011: kumun Piriac (Liger Atlantel)
Eus ar 15 betek an 22 a viz Gwengolo 2011.

2010 : kumun Lokentaz
Eus ar 25 a viz Gwengolo betek an 2 a viz Here 2010

2009 : kumun Molan
Eus an 13 betek an 20 a viz Gwengolo 2009