Evit bevañ frapadoù brav gant al lennegezh, ar sonerezh, ar sinema...
E-barzh Kreizenn-sevenadurel François-Mitterrand, plasenn Anjela-Duval emañ ar vediaoueg, ha kinnig a ra deoc'h un dibab bras a levrioù, CD, CD-ROM ha DVD, evit tud a bep oad.
Lec'hioù « Keleier » a zo ivez evidoc'h gant kalz a gazetennoù, a gelaouennoù, hag a zastumadennoù.
Obererezhioù a bep seurt a vez kinniget gant ar vediaoueg : a-wechoù evit ar re vihanañ, evit deskiñ dezho ar blijadur da lenn, hag a-wechoù evit ar re vras o deus c'hoant da lodennañ ar pezh o deus dizoloet.
Lusket eo ar vediaoueg gant ur skipailh tud a vicher prest da selaou ac'hanoc'h hag e c'helloc'h kaout enni war un dro plijadur, diduamant, kavadennoù ha preder.
Digor eo ar vediaoueg d'an holl ; bez ' e c'heller sellet ouzh an teulioù war al lec'h en un doare digoust.
Dervezhioù digeriñ | Mintin | Endervezh |
Meurzh | - | 14e00 - 18e30 |
Merc'her | 10e - 12e | 13e30 - 18e00 |
Gwener | - | 14e30 - 18e30 |
Sadom | 10e - 12e | 13e30 - 17e00 |
Ret eo bezañ koumanantet evit amprestiñ teulioù da gas d'ar gêr.
Amprestoù : 10 teul moullet (levrioù pe kelaouennoù), 5 CD, 1 DVD faltaziñ, 1 DVD kelaouiñ, 2 levr da selaou (levrioù lennet hag enrollet war CD), dre gartenn
Prizioù (1 bloavezh koumanant)
Ur servij koumanantiñ a-vicher a vez kinniget d'ar gelennerien ha d'ar skoazellerezed mamm a labour er gumun
Evit en em enskrivañ e vo ret diskouez un teul-anaout hag ur brouenn annez. Un aotre a-berzh ar gerent a vo goulennet digant ar vinored.
Bez e c'heller kas an teulioù en-dro en ur voest pa vez serret ar vediaoueg.
Adkavit keleier ar Vediaoueg, an nevezentioù, ar frapadoù buhezekaat, an dizoloadennoù hag an taolioù from war : http://mediathequedeplouzane.wordpress.com
Arabat deoc'h bezañ nec'het da lavaret ho soñj !
Mediaoueg Plouzane : 02.98.31.95.45 ou This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.