Gevellet eo Plouzane gant 4 c'hêr en Europa :
E 1987 e oa deuet ar gevredigezh «Plouzane-Kilrush » da vezañ « Ofis Evit an Eskemmoù e Plouzane-Kengor gevellerezh» (OEEP). Abaoe 1999, ez eus un emglev a lak an darempredoù etre ar
gêr hag OEEP da vezañ ofisiel. Pal ar c'hengor gevellerezh a zo harpañ ha kenurzhiañ an eskemmoù a vignoniezh etre Plouzane hag ar c'hêrioù europat a zo gevellet ganti, en ur zelc'her an darempredoù hag an eskemmoù war tachennoù ar sevenadur, ar familhoù, ar skolioù ar sport, pe an ekonomiezh.
Aozet e vez gantañ emgavioù, beajoù ha kejadegoù gant ur spered a emglev hag a genskoazell. An degemer a vez graet er familhoù e-pad ar beajoù. Skoazellet e vez gant ar c'hengor an holl obererezhioù a gustum harpañ ar peoc'h hag an emglev etre ar pobloù.
OEEP a labour a-gevret gant ar gumun, ar c'hevredigezhioù hag ar frammoù ofisiel evit aozañ obererezhioù niverus : donedigezh dileuridi eus ar c'hêrioù gevellet, eskemmoù skol, lidoù pe diskouezadegoù resis, beajoù tud Plouzane d'ar c'hêrioù gevellet, nozvezhioù plijadurus war danvezioù a denn d'an eskemmoù sevenadurel.... Aozet e vez gantañ ivez kentelioù evit dizoloiñ yezhoù ha sevenadurioù Alaman, Italia hag Iwerzhon.
Prezidant : Aotrou Jacques Guillerm This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.
Liammoù all :
Le site de Kilrush
Le site de Stelle
Le site de Pencoed
Le site de Ceccano