RSS
A-  A  A+

An diduamantoù evit ar re en oad

Ar sinema evit an dud war an oad

Kinniget  e vez gant Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) un abadenn sinema bep eil yaou ar miz, nemet e-pad an hañv. Bannet e vez ar filmoù e Kreizenn sevenadurel  François-Mitterrand. An abadennoù-se a vez aozet evit ar re n'o devez ket tro da vont d'ar sinema. Un digarez int ivez evit en em gavout asambles gant tud all.

Servijet e vez merenn vihan da heul ar film, ar pezh a ro tro da gaozeal.

An endervezhioù-se kinniget d'an dud en oad a vez gortozet evel emgavioù laouenek. Kregiñ a ra an abadennoù da 2 eur.

Evit mont e darempred :

Titouroù hag evit mirout

Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) : 02 98 31 95 66 pe 02 98 31 95 42

pe This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

Eurvezhioù digeriñ : lun, merc'her, yaou, gwener : 9 e – 12 e ha 1 e 30 – 5 e

Burevioù serrret d'ar meurzh

Pleustrek

Abadennoù da zont :

  • yaou 13 a viz Kerzu

Gouel ar re war an oad

Bep bloaz, e penn kentañ miz Here e vez pedet tud Plouzane ouzhpenn 70 vloaz da gemer perzh en  un endervezh laouen gant Kreizenn  Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG). Un doare eo d'en em gavout asambles  ha da bakañ merenn vihan. Aozet e vez an  abadenn evit kaout plijadur hag evit lakaat an holl da gemer perzh ; kanerien ha dañserien a ziskouez o barregezhioù.

Digoust e vez an abadenn hag ar merenn vihan ; ret eo en em enskrivañ avat, evit aesaat an aozadur. Keloù a vez kaset dre  Plouzané-Infos ha dre ar c'hazetennoù.

Evit mont e darempred

Kreizenn  Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) :  pellg 02.98.31.95.66 pe 02.98.31.95.42 pe This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

Eurvezhioù digeriñ : lun, merc'her, yaou, gwener : 9 e – 12 e ha 1 e 30 – 5 e
 Burevioù serret d'ar meurzh

Ar re war an oad e vakañsoù

Ur wech ar bloaz e vez aozet  gant Kreizenn  Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG)  ur sizhunvezh vakañsoù gant bod,  boued hag oberiantizoù evit an dud ouzhpenn 60 vloaz (55 vloaz evit an dud nammet hag evit forzh peseurt oad evit ar priedoù).

An dud ne baeont ket tailhoù pe ar re o deus nebeutoc'h eget 61 € da baeañ a c'hell kaout ur sikour ANCV eus 50 % eus ar priz (hep kontañ ar frejoù stag).

Vakañsoù 2012 :

Porzh Manec'h, kumun Nevez (Bro Gerne)

Eus an 29 a viz Gwengolo betek ar 6 a viz Here 2012.

Evit mont e darempred

Kreizenn  Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) :  pellg 02.98.31.95.66 pe 02.98.31.95.42 pe This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. 

Eurvezhioù digeriñ : lun, merc'her, yaou, gwener : 9 e – 12 e ha 1 e 30 – 5 e

Burevioù serret d'ar meurzh.

Ar vakansoù tremenet :

2011: kumun Piriac (Liger Atlantel)

Eus ar 15 betek an 22 a viz Gwengolo 2011.

2010 : kumun Lokentaz

Eus ar 25 a viz Gwengolo betek an 2 a viz Here 2010

2009 : kumun  Molan 

Eus an 13 betek an 20 a viz Gwengolo 2009