Ar poellgor lec'hel titouriñ ha kenurzhiañ evit ar gozhidi (PLTK)

Ar poellgor lec'hel titouriñ ha kenurzhiañ evit ar gozhidi (PLTK) a zo ul lec'h evit degemer, kelaouiñ, selaou, skoazellañ, aliañ hag ambroug war an holl gudennoù a denn eus buhez pemdeziek an dud ouzhpenn 60 vloaz hag o familhoù.

Klask a ra, a-gevret gant an den en deus ezhomm,an diskoulmoù tost a glot gant e ezhommoù, o kenlabourat gant an holl gevelerien lec'hel pe departamantel a zo e karg da ambroug an dud en oad.

Lec'hiet eo ar PLTK e diabarzh Ti – Kêr Plouzane.

Evit mont e darempred :

Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) : 02 98 31 95 66 ou 02 98 31 95 42

pe This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

Eurvezhioù digeriñ : lun, merc'her, yaou, gwener : 9 e – 12 e ha 1 e 30 – 5 e

Burevioù serret d'ar meurzh.