Kas predoù da di an dud

Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) eus Plouzane a ginnig ur servij kas predoù da di an dud, evit kement den ouzhpenn 60 vloaz, pe kement den a zo war e anv ur gartenn divarregezh da ouzhpenn 80 %.

Evit lod eus an dud, resev ar pred a zo a-wechoù ar weladenn nemeti eus an dervezh. A-bouez bras eo neuze delc'her kont eus an darempred gant an dud a vez gweladennet. Bez ' e c'hell bezañ un doare a-bouez da ziwall o yec'hed hag o nerzh spered, hag ivez delc'her darempredoù gant o familh pe gant an implijidi mezegel.

Notenn : KOSG he deus fiziet er gevredigezh « Mignoniezh an Arvor » ar c'hefridi da fardañ ha da gas ar predoù da di an dud. Fardet e vez ar predoù gant Ti an dud war an oad ar Stread Hir e Konk Leon.

KOSG eo kendivizer nemetañ an dud. Sevel a ra ivez ar fakturennoù d'an implijerien.

Priz ar pred : 7,50 €

Mont e darempred

Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) : 02.98.31.95.66 pe 02.98.31.95.42 pe This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

Eurvezhioù digeriñ : lun, merc'her, yaou, gwener : 9 e – 12 e ha 13 e 30 – 17 e

Burevioù serret d'ar meurzh.