AHDOD Kerallann
An annez herberc'hiañ evit an dud oadet dalc'het (AHDOD) eus Plouzane zo meret gant ar gevredigezh «Ar balan aour».
Ar statud AHDOD a zo bet krouet e 2002 hag a glot gant an tiez evit ar re gozh . Ur greizenn vezegiezh sokial eo an AHDOD.
Mont e darempred :
AHDOD Kerallann
41 straedJean Jaurès
Pellg: 02.98.05.56.05
Evit gouzout hiroc'h :
Titouroù all war AHDOD Kerallann a zo war lec'hienn ar gevredigezh "Les genêts d'or"
Kas predoù da di an dud
Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) eus Plouzane a ginnig ur servij kas predoù da di an dud, evit kement den ouzhpenn 60 vloaz, pe kement den a zo war e anv ur gartenn divarregezh da ouzhpenn 80 %.
Evit lod eus an dud, resev ar pred a zo a-wechoù ar weladenn nemeti eus an dervezh. A-bouez bras eo neuze delc'her kont eus an darempred gant an dud a vez gweladennet. Bez ' e c'hell bezañ un doare a-bouez da ziwall o yec'hed hag o nerzh spered, hag ivez delc'her darempredoù gant o familh pe gant an implijidi mezegel.
Notenn : KOSG he deus fiziet er gevredigezh « Mignoniezh an Arvor » ar c'hefridi da fardañ ha da gas ar predoù da di an dud. Fardet e vez ar predoù gant Ti an dud war an oad ar Stread Hir e Konk Leon.
KOSG eo kendivizer nemetañ an dud. Sevel a ra ivez ar fakturennoù d'an implijerien.
Priz ar pred : 7,50 €
Mont e darempred
Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) : 02.98.31.95.66 pe 02.98.31.95.42 pe This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.
Eurvezhioù digeriñ : lun, merc'her, yaou, gwener : 9 e – 12 e ha 13 e 30 – 17 e
Burevioù serret d'ar meurzh.
Ar poellgor lec'hel titouriñ ha kenurzhiañ evit ar gozhidi (PLTK)
Ar poellgor lec'hel titouriñ ha kenurzhiañ evit ar gozhidi (PLTK) a zo ul lec'h evit degemer, kelaouiñ, selaou, skoazellañ, aliañ hag ambroug war an holl gudennoù a denn eus buhez pemdeziek an dud ouzhpenn 60 vloaz hag o familhoù.
Klask a ra, a-gevret gant an den en deus ezhomm,an diskoulmoù tost a glot gant e ezhommoù, o kenlabourat gant an holl gevelerien lec'hel pe departamantel a zo e karg da ambroug an dud en oad.
Lec'hiet eo ar PLTK e diabarzh Ti – Kêr Plouzane.
Evit mont e darempred :
Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) : 02 98 31 95 66 ou 02 98 31 95 42
pe This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.
Eurvezhioù digeriñ : lun, merc'her, yaou, gwener : 9 e – 12 e ha 1 e 30 – 5 e
Burevioù serret d'ar meurzh.