A-  A  A+
RSS

An Agenda 21

Adalek 2008 he deus kroget Kêr Plouzane gant ul labour evit sevel un Agenda 21 o klotañ gant he ziriad.

Un Agenda 21 a zo ur roll obererezhioù a engouestl ar gumun, an dilennidi hag an annezidi, en ur preder evit an diorren padus.

An diorren padus

Pell diouzh ur c'hiz a-du gant an endro, meizad « an diorren padus» a zo bet termenet e 1987 e-barzh un danevell embannet gant Bodad Bedel an Endro hag an Diorren Padus, a oa en e benn an Itron Brundtland, Kentañ Ministrez Bro Norvegia. Ar pal a zo « klask respont d'an ezhommoù a-vremañ hep lakaat en arvar barregezh ar rummadoù da zont da respont d'o re ».

Kenarroud an hin hag an energiezh a redi ac'hanomp da gregiñ e-barzh diouzhtu : foraniñ nebeutoc'h ha produiñ nebeutoc'h a lastez, krennañ war ar gaz karbonek taolet gant ar savadurioù hag an dezougen, ehanañ gant saotradurioù an dour, diwall ar vevliesseurted, stourm a-enep kresk an digevatalderioù, ar vreskted, an digenvez..

An Agenda 21 lec'hel

E 1992, Emvod bras ar Blanedenn e Rio he doa degemeret diazezoù hag erbedoù evit an diorren padus, ha strollet int bet e-barzh ur « Roll-labour an obererezhioù evit ar XXIañ kantved » (Agenda 21). Embannet eo kefridi pennañ an tiriadoù hag ar strollegezhioù lec'hel e mellad 28 an diskleriadur : « Perzh ha kenlabour ar strollegezhioù lec'hel a vo a-bouez bras evit tizhout ar palioù ».

Abalamour da se, en deus pep live-divizout da brientiñ ur strategiezh evit an diorren padus en e diriad.

An Agendaoù 21 lec'hel a zo ostilhoù dereat neuze evit aozañ war an dachenn al labour evit an diorrren padus.

Lakaat e pleustr un agenda 21 a zo ur raktres hollek ha fetis douget gant ar strollegezh en he fezh ha kaset en-dro en ur en em glevet gant hec'h obererien.

E Plouzane

Ouzhpenn al labour da sevel an Agenda 21, e vez kaset war-raok holl raktresoù Kêr Plouzane en ur zelc'her kont eus interest an holl ha gant ar preder da vestroniañ ar c'houst evit ar gumun, hag ivez en ur deurel evezh ouzh an efedoù endro, sokial hag ekonomikel.

Ar pal a zo termeniñ, a-gevret gant an obererien lec'hel hag an annezidi, ur raktres lec'hel evit an tiriad, en ur zelc'her kont eus barregezhioù hor c'hevelerien : BMO, departamant Penn ar Bed ha rannvro Breizh.

Warlerc'h bezañ bet savet un diagnostik evit an tiriad, ha bezañ kinniget anezhañ d'ar boblañs da geñver ar Forom keodedel e miz Ebrel 2011, emañ ar gumun bremañ er prantad da resisaat an oberoù a vo dalc'het e touez ar re a oa bet kinniget gant an dud o doa kemeret perzh er Forom.

Skridaozañ an Agenda 21 a zlefe bezañ echu e 2012 evit bezañ votet e penn kentañ 2013.

Evit gouzout hiroc'h :

Evit gouzout hiroc'h ha kemer perzh dre Internet el labour da sevel an Agenda 21 – mañ : emgav war al lec'hienn : www.agenda21.ville-plouzane.fr